ISTOR  LANWERN

Dont a ra anv Lanwern eus Lan (peniti, manati) ha Gwern (yeun, hag ivez anv ur wezenn a gresk en douaroł gleb).

 Gant menec'h abati Landevenneg, krouet tro-dro d'ar bloavezh 500, e voe savet amań, e-kerzh an 11vet kantved, ur prioldi. Ur prioldi a zo ul lec'h bevań evit ur priol karget da verań madoł an abati. Gwir eo, kalzik a zouaroł eus an trowardroioł a oa bet roet gant konted Kerne, perc'henned bras anezho, da venec'h Landevenneg.

 Gouestlet da Sant Filiber, abad kentań Jumičge ha Noirmoutier, eo iliz Lanwern ur savadur savet, evit ar pezh a sell ouzh ar chantele, e-kerzh ar 15vet kantved (levezon skol Pontekroaz) hag evit ar pezh a sell ouzh an nev e-kerzh ar 16vet kantved.

 Da heul emsav ar Bonedoł Ruz e 1675, e roas Loeiz XIV hag an dug de Chaulnes, gouarnour Breizh, an urzh da ziskar kloc'hdier ilizoł Lanwern, Langiwa, Lanvorc'h e Pont-'n-Abad, Kombrid, Plogastell-Sant-Jermen ha Tregeneg dre m'o doa brallet ar c'hleier da c'hervel d'an emsav. Morse n'eo bet adsavet ar c'hloc'hdi abaoe.

 Parrez Lanwern, diazezet e 1364, a oa bihan ken-ken, ha trev Sant Honore a oa buan staget outi. Un iliz a voe savet koulskoude tre e-kichen ar prioldi ha gouestlet e oa houmań, da Itron Varia ar Folgoad, dres evel ar chapel lec'hiet e koad Landevenneg.

 E 1678 e oa an iliz-mań en ur stad fall-tre ken e rankas ar barezianed implij, gant aotre ar priol, hini Sant Filiber. A-benn ar fin eo bet distrujet da vat e 1747. Adimplijet eo bet lodennoł deusouti da adaozań chapel ar prioldi a zeuas da vezań adalek neuze an iliz parrez.

 Goude an Dispac'h eo bet lammet kuit trev Sant Honore eus parrez Lanwern ha staget eus Plogastell-Sant-Jermen. Lanwern e-unan a zo bet staget ouzh parrez Ploneour e 1825. Memestra a zo c'hoarvezet gant kumun Lanwern. Ar c'humun berrbad-mań, krouet e 1795 a voe lonket gant Ploneour e 1827.

 Abaoe 1926 eo enskrivet ar chapel war roll ar Savadurioł Istorel.

 Betek 1946 e veze lidet oferennoł ar Sul hag ar ouelioł kristen er chapel. Met goude, 'blam' da stad mantrus an doenn, eo bet paouezet, war bouez ar pardon, gant pep tra. E-pad un dek bloaz bennak zoken n'eus bet pardon ebet. E-kerzh ar bloavezhioł 1960 e oa goloet al leur-zi gant atredoł kouezhet eus an doenn, an iliav a greske war ar mogerioł, al linad ha plantoł gouez all a aloube ar chapel.

 

 Eus Gradlon-Ploneour da prioldi Lanwern 

 
E diellevr Landevenneg (11vet kantved) a reer anv eus tri Gradlon disheńvel. Gradlon Meur da gentań, an hini a vez anavezet evel "ar roue Gradlon" hiziv an deiz, renet en dije er 6vet kantved, ha sellet gant an hengoun evel an hini en deus savet, gant Gwenole, Kaourintin ha Tugdual, Bro Gerne. Gradlon Flamm da eil met n'eus titour all ebet diwar e benn. Gradlon-Ploneour da drede ha n'eus nemet hemań diwezhań eo bet testeniekaet e vuhez.
Ren a reas e penn-kentań an 9vet kantved ha gwareziń a rae kalz abati Landevenneg. Stourm a reas, e-kichen Karl-Veur, a-enep an Normaned. En aner avat, evel ma ouzer, pa oa distrujet abati Landevenneg e 913 ganto ha pa renkas ar menec'h divroań.

 E-kreiz an 10vet kantved, ur wech deuet ar peoc'h en-dro, e roas ar beskont Diles, mab-bihan Gradlon-Ploneour e vefe hemań, ur sammad brav a vadoł hag a zouaroł lec'hiet e Kap Kaval da Landevenneg. Ar madoł-se, lec'hiet e Ploneour hag en trowardroioł (Purid, Beuzeg-Kab-Kaval) a oa o tont eus "e hźrezh personel bet roet dezhań gant e dud brudet". Tamm-ha-tamm e kreskas ar bern madoł roet da abati Landevenneg gant konted Kerne kement ma voe divizet gant tud an abati, en 11vet kantved, lakaat sevel ur prioldi e Lanwern a-benn kaout ur priol war al lec'h karget da zastum an tailhoł war dachenn kornōg Kerne.

 Perak e oa bet gouestlet iliz ar prioldi savet e fin ar 14vet pe e penn-kentań ar 15vet da Sant Filiber ? Sur a-walc'h eo 'blam' d'an eskemmoł etre abati Landevenneg hag an hini savet e Noirmoutier gant Sant Filiber. Eskemmoł kroget da vare an divroań goude tagadennoł an Normaned. War a seblant e vije aet Gradlon-Ploneour da echuiń e vuhez e Noirmoutier.

 Ar prioldi a-vremań a zo eus ar 16vet kantved. Ur manac'h-merour e oa ennań betek ar 17vet kantved. Goude e teuas da vezań presbital ha goude c'hoazh sez un ti-feurm betek 1960 pe war-dro. Pep kentań devezh a viz Here e veze ur foar e Lanwern. Bez' zo bet eus ar foar-se betek ar bloavezhioł etre an daou vrezel-bed.

vue aérienne de la chapelle de Lanvern en ruines
 

Tisaverezh ar chapel

 
Savet eo bet ar chapel war daou brantad disheńvel ha gant daou zoare tisaverezh disheńvel. Eus tu ar sav-heol e kaver ar chantele savet er 15vet, ma n'eo ket er 14vet, gant doare Skol Pontekroaz. E-keit-se emań an nev hag ar c'hloc'hdi eus ar 16vet kantved.

 Troc'het eo ar penn-chantele eus an nev gant daou bilier meurdezus stummet gant un hordennad kolonennigoł, garanoł ha kerioł. Liammet eo a bep tu ouzh ar c'hostezioł gant gwaregoł-bolz krommvegek. E penn-kentań, evel ma oa ar boaz d'ar mare-se, e oa diazezet ar c'hloc'hdi war ar melloł gwaregoł-bolz, sur a-walc'h. Ar gwaregoł-se a oa savet o-unan war melloł peulioł ar gwareg kreiz (evel ar pezh vez gwelet e chapel an Treminou). Rozenn gaer ar chantele a zo ivez eus ar 15vet kantved. An nev, stummet gant peulioł hep togenn, n'eo ket ken heverk. E penn anezhi e kaver ar porched-kloc'hdi savet er 16vet kantved e plas an hini orin.

 An nor-talbenn dindan ar c’hloc'hdi a zo, splann hag anat, eus ar c'hotek flammek eus ar 16vet kantved. Gwelet a reer eno ur wareg stumm dornel ur paner ha warnań ur wareg damblaen-begek oc'h echuiń gant ur fleurenn hag he div golonenn gwedennet a bep tu d'an nor. Merzout a reer ivez ar skoazennoł-korn toget gant nadoezioł a-benn pouezań muioc'h c'hoazh war kranded an talbenn.

 Levezon "Skol Pontekroaz"

 Sur a-walc'h eo tro-dro d'an 13vet kantved e tegouezhas ar c'hiz tisaverezh-se, levezonet gant an arz saoz-normand, war savadurioł ar Vro-Vigoudenn ha re ar C'hab. O vezań m'eo iliz Itron Varia Roskudon ar savadur pennań eus an arz nevez-se e kaozeer eus Skol Pontekroaz. Met sur a-walc'h eo e Langidou e voe implijet evit ar wech kentań. E-pad daou gantved en em ledas an arz gotek kentań-se a-dreuz Kerne. Anat eo war chapel Lanwern doareoł fin ha skańv ar c'hiz-se.

 Aroueziet eo an arz-se dre e beulioł mistr stummet gant kolonennigoł renket e rozennoł kompez, dre e waregoł kinklet gant un hordennad mouladurioł oc'h adkouezhań e korbelloł a-us d'an dogenn, dre e dogennoł ledan hag izel a-boan kinklet pe gwisket gant ur frizenn delioł. Diazezoł ar peulioł a zo alies savet adalek ur sichenn-bank rond pe karrez.

 Meskaj ar greunvaen hag ar prasinit

 War ar savadur e weler mat eo bet implijet ar greunvaen (perzh pennań) hag ar prasinit. Eus tu ar c'hreisteiz e weler war ar garnell prinistri e prasinit. Ar maen gwer-mań a zo bet implijet ivez evit bankeier porched an hanternoz, evit daradur ar chantele, evit aoter an tu dehou. Implijet eo bet ivez evit ar mogerioł, mesket gant greunvaen eus Ploneour-Lanwern, dreist-holl evit pignon kroazenn ar c'hreisteiz, ha krouiń evel-se ur meskaj livioł etre sklaerder ar greunvaen ha teńvalijenn ar prasinit.

Ar prasinit, implijet kalz gwechall er vro, a zo ur maen gwer teńval hag aesoc'h evit ar greunvaen da vennań. Frammet dre gwiskadoł eo aes a-walc'h bennań ennań daroł ha mein plad.

 
An delwennoł

 Delwennoł kozh e koad liesliv, adlakaet e stad evit lod anezho, e stad fall evit lod all hag a orin eus chapel Lanwern a zo dalc'het e meur a lec'h.
 
- Delwenn Sant Gwenole, 15vet kantved, 110 sm a uhelder, dalc'het e Landevenneg, ar gammel anezhi a zo bet adrenket evit ul lodenn.
- Ar beziadur, 15vet kantved, 70 sm a uhelder, a orin eus Flandrez (?), strollad kizellet, mac'hagnoł niverus el lodenn traoń (chapel Langiwa)
- Delwenn Sant Mikael o trec'hiń war an aerouant, 16vet kantved, 100 sm a uhelder, an divrec'h hag ar goafoł aet diwar wel, ar sichenn hag an aerouant mac'hagnet (iliz parrez)
- Delwennołigoł koad 12 abostol ar stern-aoter eus ar 16vet kantved, 52 sm a uhelder, un delwennig aet diwar wel (presbital Langiwa)
- Ar Werc'hez gant he bugel, 16vet kantved, 100 sm a uhelder, adnevesaet (iliz parrez)
- Doue an Tad, 17vet kantved, 108 sm a uhelder, ul lodenn eus strollad an Drinded, adnevesaet (iliz parrez).

 

Hent an adnevesaat

 
- 1965-1970 : an Ao hag an Itron Le Bihan, perc'henned war ar presbital kozh stok ouzh ar chapel a grogas gant labourioł diharzań ha lakaat e stad.

- 1979 : adkroget eo bet da lidań ar pardon diwar intrudu Jean Canevet, kuzulier parrez e karg eus ar chapel er mare-se.

-1984 : krouidigezh kevredigezh buheziń karter Lanwern. Derc'hel d'an hengounioł lec'hel (pardon bloaziek eil sulvezh a viz Gouere) hag ober kement a zo ezhomm evit lakaat al lec'h er stad vat hag adnevesaat ar savadur eo he falioł pennań. E-kerzh ar bloavezhioł da heul eo bet graet un nebeud labourioł evit gwellaat an traoł : kreńvaat ar mogerioł ha tintań ar wareg-speuradenn, sevel moger ar porzh-iliz ha toullań ar stźr, sevel sanioł dizourań, kaletaat ar foenneg stok ouzh ar chapel, lakaat ar c'halvar e stad vat en-dro, hag all.

 - 1998-2004 : ur mell chanter adneveziń. Ur mell chanter adneveziń, renet gant an tisavour Armand Le Garrec, a grogas e 1998. Etre 2000 ha 2004 e voe yac'husaet ar mogerioł ha kreńvaet ar gwaregoł. Distaliet e voe ivez ar wareg-speuradenn kreiz hag ar gwaregoł kostez a-benn gellout staliań un treust, lakaet war peulioł, a zougo pep tra goude-se. Distaliet hag adstaliet eo bet ivez an daradur mein, adsavet ar prenestr aet da fall eus tu kroazenn an hanternoz ha kreńvaet ar c'holonennoł.

 - 2004 : legad Milou Cossec. Kenwerzhour e Krec'h Kalvig hag ezel eus kevredigezh Lanwern abaoe ar penn kentań e varvas Milou a-daol-trumm e miz Even 2004. Dizoleiń a reer d'ar mare-se e ro e holl vadoł d'ar gumun en ur c'houlenn ez afe pep tra evit derc'hel ar chapel e stad vat hag evit reneveziń anezhi. A-drugarez d'an hźrezh-se e c'heller bremań mont war-zu un adnevesaat klok eus ar chapel.

 

2011-2012 : adc'hanidigezh ar chapel

 
Digoret ez eus bet e 2006 ur genstrivadeg tisavourien evit sevel un doenn. Ar raktres degemeret, renet gant an tisavourez-glad Marie-Suzanne de Ponthaud, a glask da gentań tout enframmań ar savadur en e endro en ur implijout stummoł ha dafar eus ar vro. Daoust da se e vez implijet metal evit ar frammoł-koad pennań met ivez, dindan stumm kelc'hioł, evit lakaat da sońjal er bolz koad a-orin. An doenn a denn ouzh toennoł all chapelioł an tro-dro gant mein-glas tev Angers staget gant tachoł kouevr hag ul leinienn teoloł gwerniset.

 E pep hini eus pevar c'horn diavaez ar chapel e kaver pep a avielour aroueziet dindan stummoł loened evel giz ar Grennamzer : an erer evit Yann, an ejen evit Lug, al leon (mac'hagnet) evit Mark hag an ael o terc'hel an Aviel (mac'hagnet) evit Mazhev.


accueil